Beg ar Fri

Eus Wikipedia
Beg ar Fri
Ar maen-koun divyezhek (gallek ha saoznek), e-kichen Beg ar Fri.

Beg ar Fri zo ur beg-douar e Bro-Dreger, e kumun Gwimaeg.

Ul lec'h kaer eo ha gwarezet eo bremañ pa'z eo perc'hennet gant Mirva an aodoù. Uhel-mat eo an tornaod eno, tost da 80 metr a-us live ar mor.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an Eil Brezel-bed, en ur porzhig er reter d'ar beg, e oa bet un toullad tud, Saozon ha Gallaoued, o lestrañ hag o tilestrañ dre guzh, harpet gant rezistanted eus ar vro. E-touez an dud a voe o tremen eno e deroù 1944 edo François Mitterrand, a oa aet da Londrez e 1943. Ur maen-koun divyezhek (gallek ha saoznek) zo bet lakaet da zerc’hel soñj eus an darvoudoù-se.

War-dro ar bloaz 1980 e oa bet ur raktres gant EDF da sevel ur greizenn nukleel war aod Beg ar Fri. Dilezet e oa bet ar soñj buan a-walc'h, pa oa ur raktres all gant EDF e Breizh d’ar c'houlz-se, e Plougoñ.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]