Mont d’an endalc’had

Beg Perwiz

Eus Wikipedia
Chapel Intron Varia an Aod, en Enez Perwiz

Beg Perwiz zo ur beg-douar e Gourenez Rewiz, war aod ar Mor Bras.

Emañ e-kichen Perwiz, ur gêriadenn e kumun Sarzhav hag a oa unan eus breuriezhoù ar barrez gwechall.

Gwechall e oa un enezennig, pe ur ragenez, ha stag eo ouzh an douar-bras bremañ war-bouez un erv goloet a vein hag a der-du. Anvet e veze "iniz Perwiz" pe "an iniz" hepmuiken gant brezhonegerien ar c'hornad. Er gevred d’ar ragenez-se, e stumm un hirgarrezenn 500 m war 300 m, emañ ar beg-douar a valir ar muiañ er mor : beg Perwiz eo.

E kornaoueg ar ragenez ez eus ur chapel, gouestlet d'an Itron Varia. An hini a weler bremañ a oa bet savet e dibenn an XIXvet kantved gant ar familh Langleiz, maer Sarzhav, met araozi e oa bet chapelioù all el lec'h-se.

War ar ragenez e vez ur gouel sarpantoù-nij bep bloaz, e-pad an hañv.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.