Because (kanaouenn, The Beatles)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur spinetez tredan,
heñvel ouzh an hini en devoa implijet George Martin evit Because.

Because (Peogwir) a zo ur ganaouenn saoznek savet gant ar c'haner-sonaozer saoz John Lennon, daoust ha ma c'heller lenn Lennon-McCartney war golo ar pladennoù (diouzh ar c'henemglev boas a oa bet savet etre an daou arzour).

Displegañ a reas John Lennon edo o tiskuizhañ en ur gourvezvank p'he devoa kroget Yoko Ono da seniñ kentañ klotadoù Klaviersonate Nr. 14[1] (gant Beethoven). Goulennet en devoa ganti o adseniñ e gin ha, diouzh an doare-mañ, e c'hanas ton Because e spered Lennon.

Kaset e oa bet an enrolladennoù da benn e studioioù Abbey Road (Londrez) d'ar 1, 4 ha 5 a viz Eost 1969, George Harrison, Lennon, McCartney ha George Martin[2] (1926-2016) o kemer perzh enni. Embannet e voe gant Apple Records d'ar 26 a viz Gwengolo[3] 1969 er Rouantelezh-Unanet, a-gevret gant ar c'hwezek sonenn all eus an albom Abbey Road[4] gant The Beatles.
Adenrollet e voe mouezh ar ganerien, div wech ouzhpenn, war an enrolladenn gentañ evit reiñ ar santad d'ar selaouerien e oa ur c'hor a nav mouezh o kanañ e kensoniezh.

Er sinema[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar wech kentañ en istor ar c'hanaouennoù savet gant The Beatles e c'haller klevout unan anezhe — Because — da-geñver tañvadenn ar film Valerian and the City of a Thousand Planets gant Luc Besson, deuet e-maez e miz Gouere 2017. Paul McCartney e-unan en devoa roet an aotre d'ar filmaozour gall[5].

Selaou Because...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lenn ar gerioù...[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Philip Norman, John Lennon: The Life, HarperCollins Publishers, 2008, pajennoù 894,
  • Tim Hill, THE BEATLES Quatre garçons dans le vent, Éditions Place des Victoires, miz Here 2008, pajennoù 358-359.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]