Beauf

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Beauf (distaget: [bof]) a zo ur ger gallek, deuet diwar berradur "beau-frère" (breur-kaer), brudet gant Cabu, evit ober anv eus unan bennak, stereotip an den dizesk, diseven, displed, dichek ha spered berr, ha lorc'h ennañ o vezañ evel-se. Disprizout a ra ar merc'hed ha gouennelour eo, ha barrek e vez da reiñ diouzhtu barnadennoù ha soñjezonoù sonn war traoù kemplezh eus ar gevredigezh, hep klask studiañ an afer, met kavout a ra dezhañ eo diazezet e soñjoù war ar "skiant vat", kaset war-raok gant rakvarnioù strizh.

Ar "Beauf" kentañ treset gant Cabu a oa un den kofek ha mourraouek, lonker pastis ha bier. Adalek ar bloavezhioù 1990 e tresas Cabu Le Nouveau Beauf, yaouankoc'h ha muioc'h diouzh "spered kêr", gant ur c'hatogan, prest atav da brenañ traoù diouzh ar c'hiz.

A bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troet e-pad hañv 1986 e voe embannet ar film e Bro-C'hall d'ar 7 a viz Genver 1987.