Be’Lakor
Be’Lakor | |
Bro orin | Aostralia |
---|---|
Doare(où) | Melodic death metal |
Bloavezhioù oberiant | Abaoe 2005 |
Label(ioù) | Napalm Records |
Lec'hienn ofisiel | Lec'hienn ofisiel |
Izili | George Kosmas Shaun Sykes Steven Merry John Richardson Elliott Sansom |
kemmañ ![]() |
Be’Lakor a zo ur strollad Melodic-Death metal eus Melbourne, Aostralia. Anv ar strollad a zeu eus un dudenn a zo e Warhammer.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Be’Lakor zo bet savet e 2004 e Melbourne, hogen skrivet e oa bet o c'hanaouennoù kentañ e 2005. E 2007 o devoa embannet o album kentañ The Frail Tide, a zo bet kenaozet, enrollet ha kempennet er gêr. An album zo bet degemeret mat gant ar sonvarnerien. E Mezheven 2009 e sinas Be’Lakor ur gevrat gant Prime Cuts Music hag e teuas er-maez an eil album Stone’s Reach. An album-mañ en devoa graet berzh bras hag e oa bet roet dezhañ ar plas kentañ e-touesk an albumoù gwellañ er bloavezh 2009 gant Metal-Storm.net. E Du 2009 e cheñchjont o label da labourat gant Kolony Records da neuze. Sonet o devoa evel strollad a ziviz kentañ e-pad Tro Aostralia ar strollad Viking-Metal a vro-Finland Turisas.
En Eost 2010 e teuas Be’Lakor war wel evit ar wezh kentan er Summer-Breeze-Festival e Dinkelsbühl. E giz-se e krogas ar strollad da vout anavezet gant kalzig a selaouerien. An trede album anvet Of Breath and Bone a voe embannet e 2012. Evel an eil album e voe degemeret mat hennezh (notenn 9/10 gant Metal.de). Un nebeut amzer goude e sonas ar strollad en-dro e festival Summer Breeze hag e festival Brutal-Assault e Josefov (Tchekia).
Er fin ar bloaz 2015 e yeas kuit an taboulinour Jimmy Vanden Broeck eus ar strollad, da labourat gant raktresoù all. Elliott Sansom a erlecrc'hias anezhañ, un den eus Melbourne hag en devoa sonet gant meur a strollad lec'hel evel Future Corpse, Okera pe The Seaford Monster. E C'hwevrer 2016 e sinjont ur gevrat nevez gant Napalm Records d'aozañ hag embann an album nevez anvet Vessels e miz Mezheven.
Stil[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Be’Lakors zo luziet ha munudek o sonerezh. O c'henaozadurioù n'int ket aozet en ur mod plaen "Poz-Diskan-Poz". Klevet e vez perzhioù fonnus gwintet gant perzhioù sioul ha hesonek, gant benvegoù klevedoniel. Ar c'hanaouennoù a c'hall bezañ dishañval-mik o heson hag o zempo eus an eil d'egile, ouzhpenn-se e c'hall padout pep roudenn etre 7 hag 8 munutenn peurliesañ; Withering Strands eus an album Vessels eo an hini hirañ hag a bada 11 munutenn. Ar vouezh a vez graet gant ar gorzailhenn (Kan gutural) evel ma vez graet gant ar ganerien Death-Metal, ha ne vez ket graet kanoù sklaer gant Be’Lakor tamm ebet.
Kalz a ganaouennoù zo teñval ha melkoniel o aergelc'h, setu perak e vez keñveriet ar strollad-se ouzh strolladoù all evel Insomnium pe Omnium Gatherum.
Pladennrolladur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Albomoù
- 2007: The Frail Tide
- 2009: Stone’s Reach
- 2012: Of Breath and Bone
- 2016: Vessels