Bazenn vorlu Peleliu
Bazenn vorlu Peleliu (saozneg: Peleliu Naval Base) a oa ur vazenn vilourel gant Morlu ar Stadoù-Unanet kement unan vor evit unan aer war enez Peleliu, unan eus ar 16 enzenn hag a ya d'ober Palau. An United States Marine Corps a oa deuet a-benn da aloubiñ an enezenn goude emgann Peleliu, e-kerzh an Eil Brezel-bed, war dalbenn ar Meurvor Habask. An emgann a oa bet drastus gant kolloù uhel a bep tu, kroget d'ar 15 a viz Gouhere 1944, hag echuet d'ar 27 a viz Du 1944. D'an 30 a viz Gwengolo 1944, Peleliu a voe disklêriet evel aloubet. Kemeridigezh Peleliu ha Morotai o doa roet an tu da Stadunaniz da vezañ mestr war ar mor hag an oabl, ar pezh a oa ur redi evit kregiñ gant Aloubadeg ar Filipinez. Unvezioù Ijinerezh an US Navy, anvet Seabee, o devoa savet bep a savadur ha framm deuet da vezañ bazenn vorlu Peleliu.
Hiziv-an-deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizimplij e oa chomet ar vazenn abaoe ma oa deuet Palau da vezañ ur Stad dieub e 1978. A-benn ar fin, er bloavezh 2024, e oa bet kroget da adsevel ar vazenn evel lod all er Meurvor Habask hag a oa bet anezho e-kerzh an Eil Brezel-bed [1].
Poltriji
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Aerborzh Peleliu e 1945
-
Un tank dilestrañ stadunanat e 2012
-
Kartenn Emgann Peleliu gant an aerborzh hag ar vazenn er su
-
Dismantroù un tank Type 95 Ha-Go eus Impalaeriezh Japan
-
Karr-nij chase stadunanat Chance Vought F4U Corsair o pradañ e miz Gwengolo 1944