Battlefield: Bad Company

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Battlefield: Bad Company a zo ur c'hoari tenn d'eus an heuliad Battlefield Serie bet sevenet gant ar studio Digital Illusions Ce hag embannet gant Electronic Arts pe EA Games d'an 28 a viz Even 2008.

Aergelc'h ar c'hoari a zo dammwir gant ur brezel savet etre ar Stadoù-unanet Amerikan ha Rusia.

An tu a zo d'e c'hoari war XBOX 360 ha Playstation 3.

Disheñvel ez eo d'eus c'hoarioù all an heuliad dre ma vezer soubet en ur skipailh soudarded pa c'hoarier e-unan.

Istor ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emaoc'h engouestlet er strollad soudard B, lec'h ma vez kaset ar re a hegas an ofiserien pe ar re kondaonet gant an arme 'pezh a zispleg anv ar c'hoari Battlefield : Bad Company.

Dre-se e vezer kaset e-tal evit an holl emgannioù dre ma vezer ur soudard a netra evit an arme.

Ur wech kroget gant a brezel e klev ar strollad stourm B kaoz d'eus aour kuzhet 'pezh a lak anezho da vont gant o brezel dezho evit e adtapout evito pell d'eus ur soñj brogarour.

Tudennoù ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Preston Marlowe (ar c'hoarier)
  • Sergent Redford (penn ar strollad stourm B)
  • Sweetwater (teknikour, arbenikaet gant an eskemmoù radio)
  • Haggard (arbenikaet war an danvez-tarzh)

Tro-dro d'ar c'hoari[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur sinadeg a zo bet ha chomet diefed evit ma vefe embannet ar c'hoari Battlefield Bad Company war an urzhiataer.
  • Fent a zo bet plantet er c'hoari dre ar mouezhioù ha dreist-holl an advouezhiañ hag ar sonerezh dic'hortoz.
  • Ul lod eus istor Battlefield : Bad Company a zo bet awenet pe kopiet adal hini an heulienn The A-Team hag ar film The Dirty Dozen.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hienn ofisiel Battlefield bad company

Filmig kinnig Battlefield : Bad Company