Battement tendu (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel e implijer an termen battement tendu (diverraet alies tendu) evit deskrivañ un doare battement ma chom war al leur atav an troad oberiant (d.l.e an hini fiñval) astennet, o risklañ war-raok (en avant), a-gostez (à la seconde) adalek ar pempvet emstumm pe ar c'hentañ emstumm betek ar pevare emstumm pe an eil emstumm en ur sevel ar seul diwar al leur hag en ur astenn diabarzh an troad.

Talvezout a ra an emstumm-mañ da diazez meur a emstumm pe fiñvadenn all, en o zouez ar rond de jambe hag ar pirouette.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]