Barrwg
Neuz
Barrwg (skrivet Baruc e saozneg) zo ur sant brezhon eus ar VIvet kantved e kreisteiz Kembre. Diwar e anv e teufe an anv Y Barri.
Diskibl e oa da sant Kadog. War a greder e oant diazezet en Ynys Echni, er Mor Havren. Un deiz en doa ankounac'haet kemer peadra da lenn d'e vestr a oa o veajiñ en douar-bras, ha kaset e voe en-dro d'an enez da gerc'hat ul levr santel bennak. Ha beuzet Barrwg. Beziet e voe en Ynys y Barri, a oa marteze Ynys Barrwg hec'h anv orin. Ur chapel a voe savet en enor dezhañ hag an dismantroù anezhi a weler c'hoazh e Friars Road, en Ynys y Barry.
Lidet e vez d'ar 27 a viz Gwengolo.
Ur skol gembraek zo anvet Ysgol Gymraeg Sant Baruc en Y Barry, hag ur bastell-votiñ zo anvet Baruc Ward.