Barouc'h

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Levr Barouc'h a zo deuet betek ennomp dre droidigezh c'hresianek ar Seikont, e-lec'h m'emañ etre levr Yeremia hag ar C'heinvanoù. Teir lodenn a c'heller ober ennañ : goude ur rakskrid istorek e kaver ur bedenn a binijenn, ur barzhoneg war ar Furnez hag ur brezegenn a frealzidigezh.

Hervez an destenn en dije Barouc'h, "mab da Nerias", skrivet e levr e Babilon pemp bloaz goude distruj Jeruzalem gant ar Galdeiz. Un diskibl da Yeremia hag e sekretour e vije bet. Hervez darn eus ar viblourien ne vije bet aozet en destenn gantañ met gant meur a skrivagner war-dro ar bloaz 200 kent JK. [1]

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 5, 1986, p236