Bargello
Neuz
Ar bargello, pe barigello (stumm koshoc'h), pe "Capitano di Giustizia" pe "Capitano del Popolo", a oa un ofiser, e penn ur bagad soudarded, hag a oa karget da lakaat an urzh da ren e kêrioù zo en Italia ar Grennamzer, ha dreist-holl pa veze emsavadeg. Neuze e c'halle bezañ un tamm diktatour ha ren e kêr. E Stadoù ar Pab e oant stankoc'h eget e kornioù all eus Italia.
Dont a ra ar ger italianek eus ar ger latin diwezhat bargillus, marteze deuet eus al lombardeg (bargi e goteg, burg en alamaneg) hag a dalv kement ha "tour kreñv" pe "kastell kreñv".
Kaoz zo eus ur bargello e pezh William Shakespeare measure for measure. ("Dov'è il bargello?")
Palez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Bargello zo bet roet ivez da balez ar c'habiten.