Banniel Republik Kongo

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Republik Kongo

Banniel Republik Kongo eo banniel broadel ar Stad abaoe an 18 a viz Eost 1958. Dilezet e voe e 1970 hag adkemeret d'an 10 a viz Even 1991.

Teir bandenn a-viziez, gant al livioù panafrikan, a ya d'ober anezhañ : unan ruz (arouez ar gwad skuilhet evit dieubidigezh ar vro), unan velen (arouez pinvidigezhioù ar vro) hag unan wer (arouez an natur).

Banniel all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]