Banniel Chile

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Flag of Chile.svg

Banniel Chile a voe degemeret ent-ofisiel d'an 18 a viz Here 1817, ur pennadig a-raok ma ve bet embannet dizalc'hidigezh ar vro, d'an 12 a viz C'hwevrer 1818.

Ennañ ez eus div vandenn a-led, gwenn ha ruz, hag ur garrezenn c'hlas er c'horn kleiz gant ur steredenn wenn. Gant al liv glas e arouezier an oabl hag ar Meurvor Habask, gant al liv gwenn erc'h an Andoù, ha gant al liv ruz ar gwad skuilhet evit dieubiñ ar vro.