Banniel Bro-Saoz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Banniel Bro-Saoz FIAV 110000.svg, 3:5
Banniel ar Royal Navy, diazezet war banniel Bro-Saoz, hag an "Union Flag" ouzh konk.

Banniel Bro-Saoz zo warnañ ur groaz ruz e-kreiz ur foñs gwenn. Kavout a reer skouerioù eus implij an arouez-se e Bro-Saoz adalek an XIIvet kantved, ha deuet e oa da vezañ banniel ofisiel Bro-Saoz er XVIvet kantved.

Kroaz Sant Jord a reer eus ar groaz ruz-se, a gaver ivez war bannieloù Barcelona, Genova pe Milano pe c'hoazh bannieloù Gwernenez pe Jorjia.

Emañ war The Union Flag, banniel ar Rouantelezh-Unanet, mesket gant banniel Bro-Skos ha gant kroaz sant Padrig (arouez Iwerzhon) ; diskouez a ra bezañ an tu kreñv gantañ avat, p'emañ a-us ar re all.


Flag of Scotland.svg + Saint Patrick's Saltire.svg + Flag of England.svg = Flag of the United Kingdom (3-5).svg
Banniel Bro-Skos Banniel Sant Padrig Banniel Bro-Saoz The Union Flag

Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]