Banner roketennoù Katyoucha
- Gant ar ger Katyoucha e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Katyoucha (disheñvelout).
Iskevrennad eus | banner-roketennoù lies, missile vehicle |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Anvet diwar | Katyusha |
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lakaet er servij | 1939 |
Tennet eus ar servij | 1960 |
Ar banner roketennoù Katyoucha (rusianeg: Катю́ша) eo anv ur familh kanolierezh roketennoù savet hag implijet da gentañ gant an Unvaniezh soviedel e-kerzh an Eil Brezel-bed. Pal ar banneroù roketennoù lies e oa flastrañ un dachenn pal gant tarzhadennoù niverusoc'h evit na c'helle bezañ graet gant kanolioù diazez ar c'hanolierezh. En eskemm d'ar splet-se ne oa ket resis tamm ebet an arm hag hir e oa evit adkargañ. Bresk-tre e oant e-keñver kanolioù standart , met marc'had-mat, aes da broduiñ, implijus war tost an holl diazezoù karbedoù.
Ar C'hatyoucha eus an Eil Brezel-bed, ar c'hentañ kanolierezh emluskek e oant bet o vezañ produet e bras niver gant an Unvaniezh Soviedel,[1]. Alies e oant lakaet war diazezoù kamionoù boaz. Ar fiñvusted-se a oa ur rediñ evit gellout chom hep bezañ tizhet gant tennoù an enep-kanolierezh ha dre ma oa bresk an arm. Ouzhpenn-se, ar fiñvusted a roe an tu da badaouiñ an enebour en ul lec'h ha goude-se badaouiñ en ul lec'h all, pe badaouiñ an enebour en ul lec'h hag harpañ un dagadenn wirion en ul lec'h all.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Zaloga, p. 150.