Bagoas (serc'heg Alesant Veur)
- Ur pennad Bagoas zo ivez.
Bagoas a oa un tizhog e lez roue Pers, Darius III, er IVe kantved kent JK. Serc'heg Darius e oa, ha goude hini Alesant Veur pa voe aloubet Pers gant armeoù Makedonia. Darempredoù reizhel en doa bet gant an daou roue eta, galloud ebet avat.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer mann eus orin an tizhog Bagoas-se. Lod a gred e oa eus un tiegezh pinvidik, kouezhet eus lost ar c'harr goude an emgannoù, boas e Pers, evit ar galloud. Sklav ha tizhog e oa, spazhet en e vugaleaj moarvat, tonket da vezañ perc'hennet gant mistri evit diwall o gwragez, met ivez evel katamited evit plijadur o mistri.
Krediñ a reer e oa ur Pers anvet Orxines a oa kaoz dezhañ da vout sklav, rak pa oa serc'heg Alesant e tamallas torfedoù d'an den, ma voe kondaonet d'ar marv. Setu pezh a gont Ploutarc'hos ha Ptolemaios bepred, pa lavar Quintus Curcius e oa digablus Orxines hag ez eo dre fallagriezh rik e klaskas Bagoas c'hoari gant ar garantez a vage Alesant outañ. Ret eo lavarout e c'haller fiziout muioc'h er pezh a gont Ploutarc'hos ha Ptolemaios, a oa eus broioù tostoc'h, hag ouzhpenn e oa bet Ptolemaios o vrezeliñ gant Alesant hag e oa mignon dezhañ, e-skoaz Quintus Curcius a zifenn Orxines, evit tamall Bagoas, ne ouie ket diouzh gizioù Pers, ken e lavare ne veze ket kinklet bezioù rouaned Pers, evit didamall Orxines en dije laeret bez ar roue Cyrus.
Perc'hennet gant Darius III
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Haremoù bras o deveze rouaned Pers, gwragez e-leizh enne ha tizhoged evit o diwall hag o servij. Mat e raent o labour, disamm ma oant ouzh binvioù an engehentiñ, ne oant ket evit c'hoari gant ar merc'hed na dozviñ e neizhoù o mistri.
Sentus e oant ivez, dre ma oa gwan o c'horf, evel a oa ar c'hiz en amzer-se, perzhioù a blije d'ar gwaz koshañ ha galloudus er c'houblad. Ouzhpenn, dre ma ne oa ket diorroet o hormonoù e chome dezho un tres e doare ar merc'hed yaouank e-pad pelloc'h amzer. Gant an oad e teuent da devaat muioc'h eget ar wazed en abeg d'o metabolism disheñvel.
E Pers e oa talvoudegezh vras gant un tizhog ken koant hag eñ, hag ouzhpenn dañser mat. Gant merourien harem ar roue e voe prenet abalamour d'ar perzhioù-se, evit plijadur ar roue.
Hervez Quintus Curtius, en e skrid diwar-benn istor Alexander, e oa Bagoas un itriker o klask e zial war un noblañs pers anvet Orsines a nac'has reiñ profoù dezhaén hag a gontas gaou diwar e benn da Alexander, ken na deuas a-benn da vont betek ar prosez, ma voe barnet ha lakaet d'ar marv.
Aloubadenn Alesant Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude emgann Issos ha hini Gaugamela ma voe trec'h arme Alesant e voe echu d'an impalaeriezh pers, aloubet gant roue Makedonia. Pa dec'has Darius en emgann Gaugamela ez eas Bagoas da-heul e vestr. Lazhet e voe Darius gant ejeneraled, a greder,ha skrapet e voe Bagoas gant unan anezhe, Nabarzanes, a ouie a-walc'h talvoudegezh e brizoniad.
Bagoas e lez Alesant
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'ouzer ket gwall vat pegoulz na pelec'h e varvas Bagoas. N'eus roud ebet anezhañ goude marv Alesant e -323. Marteze e voe lazhet gant unan bennak eus al lez: soñjal a reer e Roxana, kentañ pried ar roue, a lazhas an eil pried Stateira.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bagoas a gont e vuhez er romant istorel The Persian Boy, gant Mary Renault. Empentiñ a ra an oberourez e oa aet Bagoas da Egipt gant ar jeneral Ptolemaios.
- E adkavout a reer ivez er romant Funeral Games.
- Kaoz zo eus Bagoas el levr Les Conquêtes d'Alexandre gant ar skrivagner gall Roger Peyrefitte, a gas anezhañ d'an emgann e-kichen Darius, pa ne ra ket Mary Renault.
- Tudenn a-bouez eo er romant Stealing Fire, gant Jo Graham.
Film
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Francisco Bosch eo a c'hoari Bagoas er film Alexander, gant Oliver Stone, diazezet war skridoù Mary Renault.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Athenaeus, Deipnosophistae, xiii;
- Ploutarc'hos, Buhezioù keñveriet, "Alexander", 67;
- Aelian, Varia Historia, iii. 23;
- Quintus Curtius, Historiae Alexandri Magni, vi. 5; x. 1
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (es) Historiae Alexandri Magni, gant Quintus Curcius (er Biblioteca Virtual Cervantes)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]