Mont d’an endalc’had

Bag-servij

Eus Wikipedia

Ul lestr-servij(Daveoù a vank) a vez implijet evit degas traoù pe evit kas un harp da vigi all pe war lec'hioù na c'heller tizhout mod-all. Meur a rummad bigi-servij zo, dezho mentoù a bep seurt, hervez ar c'hefridioù da seveniñ.

Seurtoù bigi-servij

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Al listri-balizennoù a ya de lec'hiañ ha da ratreañ ar boueioù.
Al listri eneptan gant ur vangounell war vourzh a c'hell diwall ar porzh d'an tanioù-gwall
Implijet gant al lomaned evit mont da ziarbenn al listri a zeu tre er porzh ha pignat war vourzh evit o henchañ betek ar c'hae.
Listri mat da vont war ar mor rust ken e c'heller kas sikour d'an dud.
Gant al listri surentez-vor e c'hell ar gargidi arbennik lakaat al lezennoù hag ar reolioù war ar surentez da vezañ doujet outo war vor.
Al listri tour-tan a vez eoriet en donvor en ul lec'h arvarus da verdeiñ.
Meur a seurt ramokerioù a gaver.
  • Ramokerioù-ambroug a ra war-dro an eoullistri er gwazhioù-mor.
  • Ramokerioù donvor evit ramokañ al listri hag ar c'hobiri war bellhent.
  • Ramokerioù-porzh evit stlejañ al listri a zeu tre er porzh pe e guita.
  • Ramokerioù-saveteiñ evit kas sikour d'al listri en arvar; listri-saveteiñ ez int ivez war an dro.
Al listri-ravaneller a vez implijet evit diatrediñ stradoù ar porzhioù ken e vez miret an donder a zo ret evit monedone ar bigi.