Babylon brigade

Eus Wikipedia

Ar Babylon brigade pe Kata'ib Bābil[1] a vez graet eus ur bezen kristen engouestlet en al-Hashd al-Shaabi (Engalvadeg an nerzhioù pobl) gant ar pal stourm a-enep ar Stad Islamek en Irak. An nerzh a vez istimet da gaout 1000 ezel ennañ d'an uhelañ[2] gant e-penn ar bezen Rayan Kildani. Gourdonet eo bet ar bezen gant ar bezen Kata'ib Imam Ali (Bezenoù an Imam Ali), ur bezen chiit irakian. Ne ouier ket kalz traoù a-zivout ar bezen kristen-se, evit lod ez eo dreist-holl un taol propaganda gant aozadur Engalvadeg an nerzhioù pobl evit diskouez n'eo ket an aozadur unan strizhkredennour. Dafaret hag arc'hantaouet eo ar Bezen Babylon gant gouarnamant Irak.

Alies e vez kemmesket gant ur bezen kristen all anvet Dwekh Nawsha.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]