Baby Shark

Eus Wikipedia
E-kerzh ar World Series Baseball 2019, an dud o tañsal Baby Shark

Baby Shark ("Babig Rinkin") zo ur ganaouenn saoznek evit ar vugale, deuet ivez da vezañ un dañs, savet e 2016.

Da gentañ-penn e oa ur ganaouenn kampoù-bugale. Brudet e voe Baby Shark adalek 2016, pa oa bet Pinkfong, un embregerezh dudi sukorean, oc'h embann ur filmig war YouTube. Adkemeret e oa bet ha rannet war ar rouedadoù sokial ha goude-se war ar radio. E miz Kerzu 2020, doare Pinkfong ar ganaouenn a oa deuet da vezañ ar video arvestet ar muiañ en istor war YouTube. Gwelet eo bet ouzhpenn 9 miliard a wechoù.