Baby Love
"Baby Love" a zo ur ganaouenn saoznek, enrollet gant The Supremes evit Motown d'an 13 a viz Eost 1964 e studio A Hitsville U.S.A., hag embannet d'ar 17 a viz Gwengolo 1964. 2 vunutenn ha 36 eilenn e pad ar ganaouenn, M 1066 eo he dave e katalog Motown. Savet ha produet e voe gant Holland–Dozier–Holland (H–D–H). Etre ar 25 a viz Here hag an 21 a viz Du 1964 edo ar ganaouenn er Billboard pop e SUA[1],[2],[3],[4]. Er memes koulz edo e chart ar pladennoù single er Rouantelezh-Unanet. Gwelet eo evel unan eus kanaouennoù brudetañ dibenn an 20vet kantved, hag emañ e 324vet renk Listennad ar 500 kanaouenn wellañ bet embannet hervez Rolling Stone[5].
Istor ar ganaouenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar atiz Berry Gordy a felle dezhañ lakaat embann ur ganaouenn a rafe berzh ec'h adstagas H–D–H gant ar mod produiñ o doa implijet pa savjont "Where Did Our Love Go" : kan pennañ gant Diana Ross, diskan "baby-baby" gant Florence Ballard and Mary Wilson, sonerezh gant The Funk Brothers ha footstomping Mike Valvano. Un tamm kan pennañ a voe gant Ballard ha Wilson e dibenn ar ganaouenn (goude-se e voe Diana Ross an hini nemeti gant ar c'han pennañ er bloavezhioù 1960). D'ar Yaou 15 a viz Here 1964 e voe gwelet ar strollad evit ar wech kentañ er skinwel, en abadenn Top of the Pops skignet gant BBC[6].
Eil pladenn single The Supremes tizhet ganti renk kentañ charts SUA e voe, en holl e tizhjont ar renk-se pemp gwech da heul. Div sizhunvezh-pad e voent e renk kentañ charts ar Rouantelezh-Unanet gant ar ganaouenn-se ivez, hag ivez renk kentañ renkadur R&B chart ar gelaouenn Cash Box[7]. A-drugarez da "Baby Love" e voe The Supremes kentañ strollad Motown a lakaas e bladenn single da dizhout renk kentañ ar charts. E dibenn ar bloavezhioù 1960 o doa tizhet ar renk-se 12 gwech, da lavaret eo e rejont berzh brasañ Motown a-fet renkadur.
"Baby Love" a gaver en eil pladenn vras The Supremes, Where Did Our Love Go he zitl. Ar ganaouenn a glever er film Cooley High (1975) ivez. E 1965 e voe anvet evit Grammy Award ar ganaouenn R&B wellañ, met mont a reas ar priz gant "How Glad I Am" gant Nancy Wilson.
Renkadur er charts
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chart | Renk uhelañ |
---|---|
Billboard Hot 100 (SUA) | 1 |
Cash Box R&B Singles Chart (SUA) | 1 |
Cash Box Pop Singles Chart (SUA) | 1 |
Singles Chart (Rouantelezh-Unanet) | 1 |
VG-lista (Norge) | 5 |
MegaCharts (Izelvroioù) | 7 |
Chart dibenn-bloaz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chart (1965) | Renk |
---|---|
U.S. Cash Box Year End Chart | 100 |
Skipailh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- kan gant Diana Ross
- diskan gant Florence Ballard ha Mary Wilson
- holl vinvioù gant The Funk Brothers
- Footstomp gant Mike Valvano
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Billboard Hot 100, 1964, Billboard v. 76, i.44, p. 18, Nielsen Company, http://books.google.com/books?id=SyAEAAAAMBAJ&lpg=PA1&pg=PA18#v=onepage&q&f=false
- ↑ 'Billboard Hot 100, 1964, Billboard, v. 76, i. 45, p.18, Nielsen Company http://books.google.com/books?id=SSAEAAAAMBAJ&lpg=PA1&pg=PA18#v=onepage&q&f=false
- ↑ Billboard Hot 100, 1964, Billboard, v. 76, i. 46, p. 24, Nielsen Company, http://books.google.com/books?id=RSAEAAAAMBAJ&lpg=PA1&pg=PA24#v=onepage&q&f=false
- ↑ Billboard Hot 100, 1964, Billboard, v. 76, i. 47, p. 22, Nielsen Company, http://books.google.com/books?id=QCAEAAAAMBAJ&lpg=PA1&pg=PA22#v=onepage&q&f=false
- ↑ https://web.archive.org/web/20090114090359/http://www.rollingstone.com/news/story/6596169/baby_love/1 The RS 500 Greatest Songs of All Time, RollingStone.com
- ↑ http://www.tv.com/Top+of+the+Pops+(UK)/15th+October+1964/episode/279841/summary.html, Top of the Pops, kinniget gant Jimmy Savile, BBC, Londrez, skignet d'ar 15 a viz Here 1964, koulzad 1, niv.42
- ↑ Joel Whitburn : Top R&B/Hip-Hop Singles: 1942-2004, Record Research, 2004