BF 15
Neuz
BF 15 a zo ur strollad da lakaat an dud da zañsal er festoù-noz.
Krouet e oa bet ar strollad BF 15 e 1983, gant pevar soner a-vicher. Tost da 1 000 fest-noz o deus graet, ivoulusoc'h-ivoulus gant sonerezh Breizh, Michel Aumont (klarinetenn) hag Yvon Rouget (violoñs). Deuet zo daou soner all goude: Phillipe Ollivier (akordeoñs) ha Gaby Kerdoncuff (trompilh). Brudet eo an dud-mañ evit bezañ sonerien ampart gant o binviji. Brud vat en deus BF 15 e bed an dañserien. N'o deus graet nemet ur cd anvet Primeur, deuet er-maez e 1997 gant Éric Chauvière e studio Arpège e Liger-Atlantel.