Mont d’an endalc’had

Azeroth

Eus Wikipedia
Azeroth
planedenn ijinet, places in Warcraft
Present in workWorld of Warcraft Kemmañ
A denn da ved ar faltazihollved Warcraft Kemmañ

Azeroth zo ur blanedenn faltazi krouet en hollved ar frañchiz c'hoarioù video Warcraft ha mediaioù. Kroget eo an implij e 1994 en Warcraft: Orcs & Humans, met diazezet eo bet da vat en un doare kalz ledanoc'h e 2004 er spin-off MMORPG, World of Warcraft, a roe an tu d'ar c'hoarierien da veajiñ e lec'hioù niverus ar blanedenn.

Azeroth zo ur blanedenn damzouarel anneziet gant gouennoù lies ha speredek, lod o vezañ denel, lod all nann denel, ha gant orinoù lies. En hollved faltazi Warcraft , Azeroth a oa bet krouet da gentañ gant titaned kosmek, boudoù doueel, hag o deus krouet ivez lod eus gouennoù ar boudoù en Azeroth, evel an denelezh pe korriged, pa vez gouennoù all, evel an tauren pe trolled, a zo ganet en un doare all. 10 000 bloaz a-raok darvoudoù World of Warcraft, un darvoud drastus a oa bet hag anvet Sundering en doa lakaet da darzhañ ur mirlec'h galloudoù-hud anvet Well of Eternity. Dre-se e oa bet freuzet kevandir nemetañ Azeroth, Kalimdor, e tammoù niverusa teuio da vezañ kevandirioù all. Mare World of Warcraft, a wel daou strollad eus Azeroth, o stourm etrezo evit bezañ mestr ar blanedenn: an Emglev hag al Leizh.