Axel hag Eigil Axgil
Neuz
Axel hag Eigil Axgil a oa e-touez an 11 koublad gae kentañ er bed o tibab an uniezh keodedel goude ma oa bet digoret marilh Danmark da dud heñvelrevel e 1989. Bet e oa bet an daou den ur c'houblad e-pad 40 vloaz dija d'ar mare-se.
Axel Axgil (Aksel Johannes Lundhal Madsen diouzh e anv genidik, bet ganet e 1915) hag Eigil Axgil (Ejgil Eskildsen diouzh e anv genidik, bet ganet e 1922 hag aet da anaon d'an 22 a viz Gwengolo 1995) ha gemmas o anv-familh e 1957 dre gemmeskañ tammoù eus o anvioù-bihan Axel hag Eigil pa oant bet lakaet en toull-bac'h evit difenn gwirioù an dud heñvelrevel.
Kaset e oa bet da benn al lid e Kopenhagen d'a1 1añ a viz Here ha kemennet e oa bet gant meur a gelaouenn ha chadenn skinwel dre ar bed a-bezh.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |