Aviel Jakez
Aviel Jakez, pe Ragaviel Jakez, a vez lavaret eus ur skrid a vije bet savet gant an abostol Jakez. An anv gwirion avat eo Ginivelezh Mari, Diskuliadur Jakez ha krediñ a reer eo bet savet war-dro ar bloaz 145.
Al levr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komz a reer eus Ragaviel diwar an anv protoévangile, krouet gant ar Gall Guillaume Postel (1510-1581) hag a droas ar skrid gregach e latin, abalamour ma tenn da c'hoarvoudoù a-raok ar re kontet er Pevar Aviel.
Meur a zoare zo d'ar skrid, rak darn zo e gregach, e siriak, armenianeg, jeorjeg, slavek kozh.
An doare koshañ a zo eus an IIvet kantved, savet e vije bet en Egipt pe e Palestina. Kompren a c'haller eo bet savet pe adwelet gant ur pagan diouiziek eus ar gizioù yuzev, ha troet gant ar gnostegezh.
Un doare daskemmet zo anavezet evel Aviel ar Pseudo-Mazhev.
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaoz zo el levr eus darvoudoù a-raok amzer ar Pevar Aviel eta, hag eus bugaleaj Jezuz dindan evezh Jakez: pe Jakez, mab Zebede, lesanvet Jakez ar C'hoshañ, unan eus an ebestel, pe aliesoc'h Jakez, mab Alfe, lesanvet Jakez ar Yaouankañ, kenderv da Jezuz, unan all eus an ebestel.
Ma kreder eo bet skrivet war-dro ar bloaz 145 n'hall ket bezañ bet savet gant hini ebet anezho.
N'eus nemet er skrid-se e vez graet anv eus tud Mari, Santez Anna ha Sant Joachim. Brudet e voe o anvioù gant al Légende Dorée, savet gant Jacques de Voragine. Hennezh a lavare e oa bet gouestlet Mari d'an Aotrou Doue gant he mamm, e oa bet dibabet Jozeb, hag eñ kozh hag intañv ha tad da veur a vab, da ziwall ar plac'h yaouank. Kontañ a ra e oa-hi dougerez hep bezañ kollet he gwerc'hded hag e c'hanas Jezuz. Krediñ a reer e klaske an oberour-se dizarbenn an tamalloù a veze graet en e amzer a-enep ar feiz kristen, pa veze lavaret e oa Jezuz mab da Jozeb ha Mari. Pouezañ a ra war Gwerc'hded Mari a-viskoazh a vije bet gwiriet gant an amiegez ha gant Salomé goude ganidigezh Jezuz.
Hemañ eo ar skrid koshañ a ra meneg eus gwerc'hded Mari betek goude ganedigezh Jezuz.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Écrits apocryphes chrétiens, levrenn I, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, 1998.