Mont d’an endalc’had

Auguste Strobl

Eus Wikipedia
Auguste Strobl, e miz Kerzu 1826, doare kentañ
Auguste Strobl, Genver 1827, eil doare

Auguste Strobl (24 a viz Mezheven 1807 - 22 a viz Genver 1871, Passau) a oa ur goantenn alaman e Bavaria an XIXvet kantved. Merc'h e oa d'ur c'hontaouer meur e lez ar roue Ludwig Iañ Bavaria. Ar roue a roas urzh da Joseph Karl Stieler, livour al lez, d'he foltrediñ, ha war ziskouez emañ an oberenn e Poltredaoueg ar gened.

Kustum e oa ar roue da skrivañ barzhonegoù dezhi. Div daolenn a voe graet. An eil eo a zo war ziskouez er boltredaoueg. An hini gentañ zo bet dianket e-pad pell.

En 1831, gant aotre ar roue, e timezas d'ar foricher Hilber von Ergoldsbach, ha 5 bugel o doe. Ludwig a deuas d'he gwelout e 1835 hag e skrivas ur varzhoneg dezhi adarre. N'ouzer ket hiroc'h diwar he fenn.