August Wilhelm Leu
August Wilhelm Leu (Münster, 24 Meurzh 1818 – Seelisberg, kanton Uri, 20 Gouhere 1897) a oa ul livour alaman eus skol ar romantelezh.
Gweledvaoù bras en Alpoù hag e Norvegia eo an darn vuiañ eus e daolennoù.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Johann Wilhelm Schirmer (1807-1863), ul livour gweledvaoù alaman eus Akademiezh an Arzoù-kaer e Düsseldorf, e voe e vestr[1].
E Norvegia e voe August Leu e 1843 ha 1847, hag en Alpoù diwezhatoc'h a-raok bevañ e Brusel e-pad ur prantad ha distreiñ da Züsseldorf e 1855.[2]
Er bloaz-se e voe deroet ur Meneg a Enor dezhañ en Diskouezadeg Hollvedel e Pariz[3]
E 1882 en em stalias e Berlin[2], ma voe kelenner roueel hag ezel eus Akademiezh an Arzoù e Berlin, Amsterdam, Brusel ha Vienna[4] Medalennoù Aour en doe meur a wech e Berlin, hag enoret e voe e Belgia gant Urzh Leopold.[5].
-
Gebirgssee (1848)
-
Fjord novegat (1849)
-
Devezh heoliek war ribl ur fjord norvegat (1862)
-
An Eiger hag ar Mönch gwelet eus ar Wengerenalp (1865)
-
Pikern en Alpoù (1896)
-
Fjord gant skornredenn ha karv-erc'h (1896)
-
Matterhorn (1897)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (da) Projekt Runeberg
- ↑ 2,0 ha2,1 (de) Meyer, Herman Julius (1902-1913) : Meyers grosses Konversations-Lexikon Volume 12, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-1-396-37683-2)
- ↑ (de) Erbkam, G. : Zeitschrift für Bauwesen, 1864, Vol. 14, Forgotten Books, p. 212 (ISBN 978-0-428-70872-6)
- ↑ (en) Catalogue of the Art Department of the Eighth Cincinnati Industrial Exposition, 1880, p. 5
- ↑ (en) Champlin, John Denison (1913) : Cyclopedia of Painters, Levrenn 3, p. 72 ; Alpha Edition, 2019 (ISBN 978-93-5386-303-6)