Auge (merc'h Aleos)
- Evit sterioù all an anv Auge, gwelit ar pennad Auge (disheñvelout).
Auge (gregach: Αὐγή) a oa merc'h da Aleos, roue Tegea, ha d'e bried Neaira. C'hoar e oa da Kefeos ha Lykourgos.
He zad roue en doa klevet digant un orakl e vije diskaret gant e vab-bihan. Da virout ouzh kement-se en devoa kaset e verc'h da velegez da dempl an doueez Athena Alea rak abalamour d'he c'harg e ranke chom gwerc'hez. Un deiz avat e teuas an haroz Herakles d'ober un dro d'ar vro, ha setu Auge dougerez. Ur mab he doe, ha Telefos e oa e anv. Kuzhat he mab a reas Auge e templ Atena, bete-gouzout e teufe c'hoant d'he zad lazhañ ar bugel. Hogen klevet e voe ar bugel o leñvañ en templ, ha droug en tad-kozh.
Meur a zoare zo goude d'ar vojenn.
- Hervez Pausanias ar Beajour, a skrive en IIvet kantved, e voe dilezet ar bugel er Menez Parthenion e Tegea, ma voe maget gant un heizez[1].
- En un doare all e voe roet Auge d'ar moraer Nauplius, ha hennezh a oa d'he lazhañ. Truez outi en doe avat, ma kasas anezhi d'ar roue Teuthras, roue Mysia, en Azia Vihanañ.
- Hervez un doare all e voe lakaet Auge en ur bouteg ha kaset war ar mor[2]. Erruout a reas e Mysia. Kemm zo adarre etre an doareoù. Pe e timezas Auge d'ar roue Teuthras, pe e voe adverc'het ganti. Diwezhatoc'h e voe brezel etre Teuthras hag Idas. Hogen setu Telefos o klask war-lerc'h e vamm o tegouezhout er vro hag o reiñ skoazell ha trec'h d'ar roue. Goude an trec'h ec'h anavezas e vamm.
- Hervez un doare all c'hoazh e tegouezhas Auge gant he mab e Mysia, ha Telefos an hini a voe advabet gant ar roue.
- Hervez un doare all eo teutras a voe tad da Delefos.
Aoter Pergamon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzer Pausanias ar Beajour, en IIvet kantved, e veze diskouezet bez Auge e Pergamon, ma veze enoret Telefos evel haroz diazezer[3]. E murengravadur Aoter Pergamon e weler ivez Auge.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bibliotheke 2.7.4; 3.9.1.
- ↑ Gwelout ivez planedenn Danae ha Perseüs
- ↑ Paosanias ar Beajour 8.4.6.