Mont d’an endalc’had

Audrey Diwan

Eus Wikipedia

Audrey Diwan

Ganedigezh 1980
Broadelezh gall ha libanat
Micher(ioù) kazetennerez, embannerez,
senarioourez, filmaozerez
Filmoù brudet L'Evénement
Priz(ioù) Leon aour 2021 ar film gwellañ

Audrey Diwan zo ur skrivagnerez, embannerez, kazetennerez, senarioourez ha filmaozerez c'hall a orin libanat, ganet e 1980. Roet eo bet Leon aour Festival etrebroadel Sinema Venezia dezhi e 2021 evit he eil film L'Événement.

Studiet he deus Audrey Diwan ar c'hazetennerezh hag ar skiantoù politikel. Daou vugel he deus.

Roet e voe Priz René-Fallet 2008 d'he romant kentañ La Fabrication d'un mensonge[1].

E 2013 e teuas da vezañ renerez embann ar gelaouenn Stylist loc'het ganti ha gant Aude Walker, ar bennskridaozerez.

Emezelet he deus er stroll 50/50 hag a stourm evit an ingalded etre merc'hed ha paotred hag al liesseurted revel er sinema hag ar c'hleweled[2],[3].

An eil film sevnnet ganti L'Événement zo aet gantañ Leon aour festival Venezia 2021[4].

Kazetennerez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Technikart
  • Glamour, e karg eus ar sevenadur
  • Ça balance à Paris, war Paris Première
  • Cinémas, war France 5
  • La Quotidienne du cinéma, war TPS Star.
  • Stylist, evel renerez embann.

Embannadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Confession d'un salaud, un enklask ganti ha gant Fatou Biramah, Denoël, 2004.
  • La Fabrication d'un mensonge, romant, Flammarion, 2007 - priz René-Fallet ; priz Claude Chabrol e Saumur.
  • 11 femmes : 11 nouvelles inédites, kenstroll, J'ai lu, 2008.
  • De l'autre côté de l'été, Flammarion, 2009.
  • How to be parisian, kenskrivet gant Anne Berest, Caroline de Maigret ha Sophie Mas, Random House, 2013. Troet e 31 yezh.

Senarioourez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]