Atlas ranyezhoù ar brezhoneg : sintaks
An Atlas Rannyezhoù ar BREzhoneg: Sintaks, berraet ar gwreskanv ARBRES a zo ur raktres etreskolveuriat ha digor d'an holl diwar-benn kevreadur ar brezhoneg dispaket ha konduet war ul lec'hienn heñvelanv. Krouet e voe e 2007 hag abaoe 2009 dindan atebegezh Mélanie Jouitteau a felle dezhi ober un taol-arnod e framm ar skiant digor.
Endalc'h al lec'hienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Holladurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo al lec'hienn gant ar meziant embann Wikimedia ken eo posubl da neb a gar degas kemmoù da bajenn pe bajenn. Koulskoude e vez kontrollet pizh ar pajennoù yezhadur gant Mélanie Jouitteau. Pourveziñ a ra ur yezhadur bras eus ar brezhoneg, 5000 pennad ennañ hag un hollad loazioù evit kas enklaskoù war gevreadurezh furmel ar brezhoneg.
Yezhadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Termenet eo pal ar yezhadur enlinenn dastum un dafar diwar-benn argemm yezhadurezh ar parlantoù brezhonek ha diouzh-se pourveziñ ur yezhadur enlinenn, digoust, sklaer, gouiziek ha gant daveennoù d'ar studioù yezhadur kent, pe deskrivañ pe furmel. Enkorfet eo elfennoù morfologiezh hag ar c'heriaoueg ma tegasont sklerijenn
Yezhourien berzhiad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mélanie Jouitteau, CNRS, UMR 5478, Arnodva IKER