Asmara

Eus Wikipedia
Asmara

Asmara (amhareg: አስመራ hag arabeg: أسمرا Asmarā; diwar ar geuzeg: አሥመራ Asmera, orin an anv kozh Asmera) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Eritrea, en Afrika. War-dro 600 000 den zo o chom enni. Ur geriadenn e oa Asmara gwechall, a-raok bezañ lakaet da gêr-benn Eritrea, e 1900, gant an Italianed a oa o paouez aloubiñ ar vro. En hanterenn gentañ an XXvet kantved e voe savet enni e-leizh a savadurioù gant an Italianed, ken e voe lesanvet "Piccola Roma" (Roma vihan).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.