Arzhur Mari ar Bayon
Neuz
Arzhur Mari ar Bayon (22 a viz Eost 1830 en Alre-29 a viz Gwengolo 1908 er Gerveur) a oa ur beleg eus eskopti Gwened.
Kelenner e voe e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened, goude-se kure en enez Groe hag en Oriant, ha goude c'hoazh person e Groe, da gentañ, hag er Gerveur, betek fin e vuhez.
Sevel a reas ur yezhadur eus brezhoneg Gwened, embannet div wech e 1888 ha 1896, hag advoullet e 1986 gant Mouladurioù Hor Yezh[1].