Mont d’an endalc’had

Armoù kimiek e brezel ar Rif

Eus Wikipedia

Armoù kimiek a voe implijet e Maroko, e-doug brezel ar Rif, entre 1921 ha 1927 (a lavarer ivez trede brezel ar Rif), gant armeoù Spagn ha Bro-C'hall, evit mougañ emsavadeg ar Verbered renet gant Abd el-Krim. Ar wech kentañ e voe d'an armeoù c'hoari gant armoù kimiek a-enep tud ha ne oant ket soudarded.

Etre 1921 ha 1927 e voe implijet fosgen, difosgen, kloropikrin ha gaz moustard (anavezet ivez evel iperit) hag a veze skoet war ar marc'hadoù hag er stêrioù. E bombezadegoù 1924 eo e voe strinket, ar wech kentañ en ur brezel, iperit adalek kirri-nij, bloaz a-raok ma voe sinet an emglev etrebroadel, anvet Protokol Jeneva, « diwar-benn lakaat berz war implij ar gazoù mougus kontammus, pe heñvelik hag an doareoù bakteriologek" er brezel. Aozet e voe ar gaz e La Marañosa, e-tal Madrid, gant ar Fabrica Nacional de Productos Quimicos, un embregerezh savet gant ar c'himiour alaman Hugo Stoltzenberg, a reas war-dro armoù kimiek ar gouarnamant alaman e deroù ar bloavezhioù 1920.

Ignacio Hidalgo de Cisneros, nijer spagnol.

En ur pellskrid kaset gant komiser Maroko spagnol, Dámaso Berenguer, d'an 12 a viz Eost 1921, da vinistr ar brezel, Luis Marichalar y Monreal, e skrive Berenguer :

« A-viskoazh ez on bet troet a-enep da implij gazoù mougus ouzh ar vroiz-se, met goude pezh o deus graet, hag o emzalc'h treitour, e rankan ober ganto gant frouezhusted gwirion. (Siempre fui refractario al empleo de gases asfixiantes contra estos indígenas, pero después de lo que han hecho, y de su traidora y falaz conducta, he de emplearlos con verdadera fruición) » — Dámaso Berenguer y Fusté.

D'an 20 a viz Eost 1921 e c'houlennas Spagn digant Alamagn kas dezhi gaz moustard, petra bennak ma oa berzet ouzh Alamagn aozañ an armoù-se gant Feur-emglev Versailhez e 1919.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]