Armée Royale Française
An Armée Royale Française (brezhoneg: Lu Roueel Bro-C'hall) a oa nerzh pennañ tirlu Rouantelezh Bro-C'hall. Suj e oa d'an dierniezh Bourbon adalek ren Loeiz XIV e-kreiz ar XVIvet kantved betek ren Charlez X en XIXvet kantved, gant un troc'h etre 1792 ha 1814 hag unan all e-kerzh ar C'hant Devezh e 1815.
Lamet e voe da vat goude Reveulzi Gouere e 1830. Lu Roueel Bro-C'hall a oa deuet da vezañ ur patrom evit ar sistem nevez lakaet da dalvezout evit ar rejimantoù dre Europa a-bezh adalek kreiz ar XVIvet kantved ha goude. Gwelet e oa evel nerzh milourel galloudusañ Europa pa oa eus outi.
Mammenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hentañ lu dibad e Rouantelezh Bro-C'hall, o vezañ paeet gant goproù reoliek e-serr bezañ soudarded kaset evel Ost. Kement-mañ a oa kroget e penn kentañ ar XVvet kantved dindan ren Charlez VII.