Aristonoüs

Eus Wikipedia

Aristonous (e gregach Ἀριστόνους), mab da Beisaios, a oa unan eus seizh somatofilak Alesant Veur, hag ac'h eas gantañ betek India.

Pa varvas Alesant e voe ar c'hentañ da ginnig reiñ ar galloud da Perdikkas. E penn arme Olympias e oa e-pad ar brezel ouzh Kassandros. Pa voe prizoniet Olympias e -316 e voe lakaet d'ar marv war urzh Kassandros.