Aribert
Neuz
Aribert zo un anv-badez alamanek, roet d'ar baotred, kar-tost d'an anvioù Herbert, anavezet ivez en alamaneg hag e meur a yezh, ha Charibert.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus an anv-badez frankek kozh Charibert, a gaver skrivet Caribert e galleg.
Savet eo an anv diwar ar gerioù hari (=goaf ) ha beraht, berth (=skedus), a gaver en ur bern anvioù germanek all:
- evel Berta, Alberzh, Jilberzh, Huberzh, Roperzh e brezhoneg
- Albert (Aubert), Fulbert, Gilbert, Hébert, Hubert, Norbert, Rigobert, Robert, ... e galleg,
- Bertolt, ... en alamaneg,
- Cuthbert, Egbert, Herbert, ... e saozneg.
Stummoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aripert, stumm kozh
- Ariberto, Eriberto en italianeg
- Charibert, Cheribert
- Haribert, Heribert
- Herbert, an hini anavezetañ
- Herbie e saozneg (SUA, kentoc'h).
Hag ivez
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Aribert der Obotrit, roue, war-dro 700,
- Aripert Iañ, roue al Lombarded,
- Aripert II († 712), roue al Lombarded.
- Aribert Anhalt, priñs alaman
- Aribert Heim (1914– 1992), medisin aostrian, torfedour a vrezel
- Aribert Heymann
- Aribert Milano († 1045), arc'heskob Milano
- Aribert Reimann, sonaozour alaman
- Aribert Wäscher (1895–1961), aktour alaman