Roparzh
Neuz
(Adkaset eus Roperzh)
Roparzh pe Roperzh, zo un anv-tiegezh brezhonek, deuet eus un anv-badez a orin germanek (Hrodbertht = klod lufrus), a zo aet da Robert en alamaneg, galleg pe c'hoazh saozneg.
Stummoù ofisiel gallek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez ar stummoù ofisiel (gallek) Ropars, Ropartz ha Ropers, Roperh, Ropert. Ar furm brezhonek Roparz, an hini implijet a-raok emglev ar brezhoneg peurunvan a vez kavet ivez. Ne gaver ket Rovarzh na Roverzh, daoust da stummoù evel Aoverzh.
Er yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- e galleg, saozneg, izelvroeg, poloneg, svedeg : Robert.
- e saozneg e ya Robert da : Rob, Robby, Robbie (pe Rabbie en Skos), Bob, Bobbers, Bobby pe Bobert.
- e spagnoleg, esperanteg, italianeg : Roberto.
- e tahitieg : Ropati.
- e hungareg : Róbert.
- e gouezeleg : Rabairt.
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Rouaned, duged ha konted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- tri roue skos
- Roparzh Iañ , anavezet evel "Robert the Bruce"
- Roparzh II ,
- Roparzh III ,
- Roperzh Teurgn, pe Roperzh ar C'hreñv, hendad dinastiezh ar Gapesianed ,
- daou roue gall
- tri dug e Normandi
- Rollon (war-dro 846 – marvet etre 927 ha 933), pe Roperzh hervez e anv pa voe badezet, kentañ Dug Normandi
- Roparzh Iañ, lesanvet an Diaoul, tad Gwilherm an Alouber
- Roparzh II, lesanvet Berr-e-heuz, mab henañ Gwilherm an Alouber
- Roparzh Anjev, anv meur a gont Anjev
- meur a gont Artez
- Roparzh Gwiskard, dug Puglia ha Kalabria (1015-1085)
Tud a Iliz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- sant Robert de Molesme (war-dro 1029–1111) manac'h gall, saver urzh ar Sistersianed.
- ar gwenvidig Roparzh a Ervrezhell (1045-1116), manac'h breizhat, savet gantañ abati Fontevraud
Tud Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roparzh Surcouf (1773-1827), kourser
- Roparzh Broudig (1920-1991), skrivagner brezhonek
- Roparz Hemon (1900-1978), skrivagner brezhonek
- Roperzh ar Mason (1900-1952), skrivagner eus Bro-Wened en deus gwenedekaet e anv-badez
- Roparz Omnes (1930-2010), maer Ploveilh
Tud Iwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Roparzh Emmet (1778-1803), anv brezhonek Robert Emmet, broadelour
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Eozen Roparz (1656-1735), beleg ha troour
- Gi Ropartz (1864-1955), sonaozour breizhat
- Anna Roparzh (1839-1913), barzhez, mamm Frañsez Jaffrennou
- Joseph Ropars, komandant ar mordreizher France
- Yvan Ropars (1932-2014), livour
- an tiegezh Roparz :
- Loeiz Roparz (1921-2007), mestr war ar c'han ha diskan hag an dañs-tro
- e vab, Erwan Roparz (1950-2015), pennsoner Bagad Kemper
- e c'hoar, Eugénie Ropars, savet ganti kelc'h keltiek Poullaouen
- e vreur, Marcel Ropars (1926-2023), pennsoner ar Gevrenn Brest Sant Mark er bloavezhioù 1950
- merc'h da Varcel ha nizez da Loeiz ha Eugénie, Gwenola Roparz, mestrez-skol, ensellerez, telennerez.
Anv-lec'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Marc'helleg-Roperzh, kumun e-kichen Gwerc'h-Breizh