Argos (mab Zeus)

Eus Wikipedia

Argos (Ἄργος / Árgos e gregach), a oa mab da Zeus ha da Niobe, a deuas da vezañ roue kêr Argos, a voe anvet diwar e anv-eñ.

Dimezet e oa da Euadne (Εὐάδνη), merc'h da Strymon ha Neaira. Bugale o doe: Peiros, Epidaoros, Kriasos hag Ekbasos. Hervez Pausanias e voe daou vab all, anvet Forbas ha Tiryns. Kriasos a voe roue Argos war-lerc'h Argos. E kêr Argos e voe douaret Argos. Eno ez eus c'hoazh ur bodad-gwez santel, ma'z azeuler Argos.

Lavaret ez eus bet e oa tad da Argos Panoptes, engehentet gant Ismene.