Argos Panoptes

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Jacopo Amigoni, Junon, roet penn Argos dezhi, 1730-1732

Argos Panoptes (Άργος Πανοπτης e henc'hresianeg) a oa ur ramz kant lagad dezhañ, a veze an hanter anezho o kousket pa veze ar re all war evezh.

Mab e oa da Arestor ha Mykene, hervez mojennoù zo, pe da Inac'hos, pe da Argos mab Zeus, pe da C'haia.

Un Argos all a oa, un argonaot, mab ivez d'un Arestor all.

E anv[kemmañ]

  • Ἄργος / Árgos eo e gregach, Argusen latin .
  • Πανόπτης / Panóptês, « an hini a wel pep tra ».

Ar vojenn[kemmañ]

Karget e voe gant Hera da ziwall hec'h annoar Io, da virout ouzh he gwaz Zeus da weladenniñ anezhi pa deue e korf un tarv, rak Argos en doa brud da vezañ un diwaller mat. Fuloret e oa pried an doueez dre ma n'halle ket ken tostaat ouzh e serc'h, ma c'houlennas digant Hermes mont da lazhañ ar ramz. Kontañ istorioù borodus a reas Hermes betek ken na vanas Argos kousket. Neuze e troc'has e benn outañ hag en kasas da Hera. Evit trugarekaat e servijer feal e lakaas Hera e zaoulagad war lost ar paun.

A-hend-all ez eo bet lakaet muntr Ec'hidna war-gont Argos Panoptes.