Ar Vaneg

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ar Vaneg, war un timbr eus Ukraina.

Ar Vaneg (Рукавичка / roukavychka, ar vaneg, en ukraineg) zo ur gontadenn eus Ukraina, brudet er bed a-bezh, ha troet en ur bern yezhoù. Dastumet eo bet en XIXvet kantved gant Pavlo Tchoubynsky hag Ivan Rudchenko.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El mitón eo an anv spagnolek, da lavarout eo miton e brezhoneg. E Bro-C'hall eo anavezet evel la Moufle ha kontet e vez da vezañ rusek. Er broioù saoznek eo anavezet evel The Mitten[1], ha brudet eo embannadur an oberourez stadunanat Jan Brett e 1989. E brezhoneg eo bet embannet gant Sav-Heol evel Ar Vaneg e 2021, diwar an embannadur gallek.

Er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Mitten, kontet ha kanet e saozneg..