Mont d’an endalc’had

Ar Gisti

Eus Wikipedia

Kartenn arvorioù Breizh gant Jacques-Nicolas Bellin e 1764.

Ar Gisti, skrivet ivez ar Guisty[1], "les Putains" pe "basse des Putains" e galleg, zo anv kerreg er mor etre beg Penmarc'h ha Loktudi[2]. Hervez tud ar vro e vefent anvet evel-se abalamour m'eo ken dañjerus mont da welet gisti evel tostaat d'ar reier-se[3].

  • 28 a viz Here 1892 : ar vag dre aezhenn Le Louvre, o tont eus Bourdel, leun a donelladoù gwin hag o vont war-zu an Havr-Nevez, a stok ouzh ar Gisti dirak Lechiagad. 13 a dud a voe lazhet diwar ar 16 den a oa e bourzh. Ar vag Foubert de Bizy a glaskas saveteiñ lod, en aner.
  • 17 a viz Gwengolo 1927 : ur vag a stok ouzh ar Gisti : an daou vartolod a zo savetaet gant ur vag nepell, al Laffaux[4].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]