Apoyevmatini
Apoyevmatini (Απογευματινή, Apogevmatiní e gresianeg, "kazetenn an enderv") zo ur gazetenn bemdeziek a zeu er-maez e Turkia, e gresianeg, abaoe 1920. Krouet e voe da gentañ evel ur gazetenn sizhuniek, e 1920, hag abaoe Gouere 1925 e teu er-maez bemdez. Eil kazetenn goshañ Turkia eo, goude Cumhuriyet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a gazetenn c'hresianek a oa en Impalaeriezh Otoman, a-raok savidigezh Republik Turkia. Goude feur-emglev Lausanne e 1923 e voe skarzhet ur milion hanter a c'hresianegerien eus Turkia. Ha da-heul e voe serret ar c'hazetennoù-se. Diwezhatoc'h hepken e voe ul lezenn nevez a aotree ar miniorelezhioù da gaout kazetennoù en o yezh dezho. Krouet e voe Apoyevmatini gant daou vreur, Andonis ha Konstandinos Vasiliadis, eus İstanbul, a-gevret gant ar mouiller Odysseus Kristalidis ha gant ar c'hazetenner Kavalieros Marquizos evel skridaozer. Er bloavezhioù 1920 e veze gwerzhet war-dro 15 000 skouerenn eus ar gazetenn. Abaoe eo deuet er-maez ingal, war-bouez un tamm troc'h e Gwengolo 1955 pa voe pogromoù enep-gresian en İstanbul. Kreskiñ a reas an niver a lennerien : war-dro 30 000 a oa anezho betek ar bloavezhoù 1950. Hag en deroù zoken e veze lennet muioc'h eget Cumhuriyet, a-raok ma vefe bet boas an dud da lenn turkeg skrivet el lizherenneg latin.
E deroù an XXIañ kantved avat ez eus nebeutoc'h a lennerien pa ne chom nemet 600 familh gresianegerien en Istanbul[1].
E miz Gouere 2011 e voe darbet da Apoyevmatini serriñ abalamour d'an diaesterioù arc'hant, met derc'hel a reas da zont er-maez memes tra, pa resevas skoazell gant kalzig tud. Bremañ e vez kaset da war-dro 2 000 den, ha lod anezho ha n'int ket gresianegerien met a fell dezho sikour ar gazetennig memes tra. E miz Here 2014 e voe ret da Apoyevmatini kuitaat ar burevioù a oa ganti abaoe ar penn kentañ[2]. Diasur e chom an amzer da zont evit ar gazetenn vihan[3].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Turkey’s Greek daily Apoyevmatini runs against the ebb and flow of time, Today's Zaman, 6 Mezheven 2008
- ↑ Historical Greek daily in Turkey to close office, but editor vows to keep going, Hurriyet 13 October 2014
- ↑ The little Greek newspaper that could (in Turkey), Politico, 20/02/2019