Mont d’an endalc’had

Apollodoros Amfipolis

Eus Wikipedia

Apollodoros (henc'hresianeg : Ἀπολλόδωρος) eus Amfipolis a oa unan eus jeneraled e marc'hegezh Alexandr Veur, roue Makedonia er pevare kantved kent JK. Mestr e oa war an nerzhioù a oa bet lezet gant Aleksandr da harpañ ar satrap persian Mazaios (Μαζαῖος) hag a oa gouarnour Babilon.
Er bloaz 331 kent JK ha kevret gant un ofiser all anvet Menes Pellaios (Μένης ο Πελλαίος) e voe fiziet ennañ melestradur Babilon hag an holl satrapelezhioù betek Kilikia. Ouzhpenn ar galloud-se, Alexandr a roas dezho 1 000 talant (6 000 000 drakm) evit goprañ kement a soudarded ha ma c'hellent[1].

  1. Diodoros Sikilia, Blibliotheca historica.