Mont d’an endalc’had

Apollodoros (reder)

Eus Wikipedia
Evit an dud all anvet Apollodoros sellit ouzh Apollodoros

Apollodorus (~ Iañ kantved) a oa ur reder makedonian droukchañsus en doa gounezet ar redadeg er C'hoarioù olimpek hag a voe lazhet gant ar c'hurunoù p'edo o vont d'ar gêr. Un epigram a voe savet diwar e benn gant Antipater Thessalonica.


  • Kyllenen oros Arkadon akoueis ; haute sem' epikeitai Apollodoroi. Pisethen min ionta nyktos horei ekteinen Diothen peson keraunos.Telou d' Aianes te kai Beroies niketheis Dios ho dromeus katheudei..}}
  • Anaout a rit Menez Killene ar menez arkadian; sed ar monumant a c'holo Apollodoros. Evel ma oa o tistreiñ eus Pisa da noz e voe lazhet gant kurun Zeus. Pell diouzh Aiane ha Beroia, trec'het gant Zeus, emañ ar reder o kousket.


Bep bloaz, e koun dezhañ, e vez redet Δρόμος Απολλοδώρου Hent Apollodoros, e kêrioù Aiani ha Veria en Hellaz .

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]