Aozadur Komunour Angola
Neuz
Aozadur Komunour Angola, e portugaleg Organização Comunista de Angola, OCA, a oa ur strollad politikel komunour marksour-leninour en Angola. E 1974 e voe krouet ar C'homiteoù Amilcar Cabral (CAC), ur rann e diabarzh an MPLA. Skarzhet e voe ar CAC eus an MPLA e 1975. Diwar ar CAC e voe savet Aozadur Komunour Angola er memes bloavezh. Embann a rae ar gazetenn Vanguarda Operaria. Enebiñ a reas an OCA ouzh gouarnamant an MPLA hag ouzh ar sokial-impalaerouriezh soviedel. Goulenn a reas ma voe kaset ar vilourion deut eus Kuba d'ar gêr. Berzet e voe ar strollad gant ar gouarnamant. Mont a reas an OCA da get.