Mont d’an endalc’had

Aoter Monforte

Eus Wikipedia
Aoter Monforte
Hugo van der Goes, circa 1470
Eoullivadur war goad
147 × 242 cm
Gemäldegalerie
Berlin, Alamagn

Aoter Monforte zo un eoullivadur war goad (147 x 242 cm) graet gant al livour izelvroat Hugo van der Goes war-dro ar bloaz 1470 hag a weler hiziv er Gemäldegalerie e Berlin. Unan eus ar brudetañ taolennoù a ziskouez Azeuladeg an Tri Roue eo.

Dont a ra an anv eus kêr Monforte de Lemos e Galiza, e proviñs Lugo. Krediñ a reer e oa bet degaset di eus Flandrez e deroù ar XVIvet kantved. E 1910, p'edo c'hoazh e Galiza, e oa bet lakaet e gwerzh e Londrez ha prenet e oa bet e 1914 gant Wilhelm von Bode ha Max Jakob Friedländer, eus ar Gemäldegalerie, goude bet Friedländer eno o welout an daolenn, hag aotreet e voe ar werzh gant gouarnamant Spagn.

Gant oberenn Hugo van der Goes eo bet levezonet splann Azeuladeg an Tri Roue Jan Gossaert (151015), a zo e National Gallery Londrez.