Mont d’an endalc’had

Antonietta Gonsalvus

Eus Wikipedia
Poltred Tognina Gonsalvus gant Lavinia Fontana, war-dro 1583.
Poltred Petrus Gonsalvus, tad Tognina. Gemäldegalerie, Kunsthistorisches Museum, Innsbruck

Tognina Gonsalvus, pe Antonietta, pe Antonia, pe Conzalves pe Conzales (ganet war-dro 1580 en Bro-C'hall, n'ouzer ket muioc'h) a oa ur « plac'h-marmouz ». He familh, a greder, a oa tapet gant an hypertrichose, ha hi eo ar c'hoshañ den deskrivet en Europa.

Antonia zo bet poltredet meur a wech, evel bugel hag evel maouez. Anavezet eo evel Tognina dreist-holl. He bugaleaj a dremenas e Kastell Fontainebleau e lez ar roue Herri II (Bro-C'hall). He zad, Petrus Gonsalvus, a oa ganet war-dro 1537[1] e Tenerife, en Inizi Kanariez. Pa erruas e lez Henri II e veze gwelet evel ur marmouz doñvaet da gentañ, ha netra ken. Tamm ha tamm e krogas darn da sellout outañ a dost. Latin a gomze moarvat. Roet e voe dezhañ ur wreg disvlev he c'horf. Bugale o doe, ha darn evel Antonia, a oa blevek evel o zad. Herri II a roas dezho un darn eus park Fontainebleau, en sell da ginnig dezho ur vuhez e-kreiz an natur ha gwarez ivez. An « dud-marmouz »-se a veze pedet d'an abadennoù a bep seurt, gwisket e dilhad al lez, ha Tognina e veze gwisket evel ur bompinell dalc'hmat. Er bloavezhioù 1580/90 e oa bet an tiegezh o veajiñ en Italia, hag o chom e lez an dugez Marc'harid Parma.

Buan e voe troet ar skiantourien gant blev an tiegezh. En e oberenn Monstrorum Historia e skriv Ulisse Aldrovandi (1522-1605), medisin italian ha naturoniour, eo bet an tiegezh o chom e kastell Ambras e Tirol.

E Kastell Ambras e oa bet aozet un dastumad gant an arc'hdug Ferdinand II Tirol hag an impalaer santel Rodolf II, hag ennañ ur bern oberennoù arzel ha curiosa. Ar re-se a oa en ur c'habined, a-gevret gant ur poltred eus an tiegezh Gonsalvus, graet gant poltredour lez Rudolf II, Joris Hoefnagel, eus Antwerpen.

En 1596 e voe graet un daolenn gant al livour italian Agostino Carracci (1557-1602) ma weler[2] Arrigo, ar bleveg, e-kichen Pietro, ar foll, hag 'Amon, ar c'horr.

Al livourez italian Lavinia Fontana a reas un tamm poltred eus Tognina. Stefano della Bella (1610-1664), engravour war gouevr e Roma, a reas poltred Horatio Gonzales hag ivez un dresadenn o tiskouez un olifant marv.

  1. Historia, Eost 2009, pajenn 93
  2. Hiziv er Mirdi Capodimonte e Naplez

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hans Scheugl: Show Freaks & Monster. Sammlung Felix Adanos. DuMont Buchverlag: Cologne, 1978; pages 33 et suiv. avec illustrations
  • Roberto Zapperi: Der wilde Mann von Teneriffa. Die wundersame Geschichte des Pedro Gonzalez und seiner Kinder. Munich, C. H. Beck 2004.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]