Antal Reguly
Anton Reguly (Reguly Antal en hungareg) (1819(1858) a oa ur yezhour hungariat hag en deus studiet ar yezhoù ouralek.
Goude studiañ war ar reizh, e sko war-du Hamburg hag eno e kemer ar vag hag a gas anezhañ da Stockholm. Hag amañ e kej gant ar gouizieg finnat Arwidson hag a laka anat dirazañ kenglotadur ingal ar magiareg hag ar finneg. War an taol e tiviz Reguly en em ouestliñ a-grenn da studi ar gudenn-se. Mont a ra da Helsingfors, e-lec'h ma ra anaoudegezh gant ar yezhoniour Kastren. Anat eo buan da g-Kastren ne oar ar paotr yaouank na svedeg na finneg, ha ne oar koulz lavaret netra diwar-benn kudenn ar yezhoniezh. Mont a ra eta da labourat d' ur verouri en hanternoz e-lec'h ma c'hell deskiñ finneg. Ha neuze, en hañvezh 1840, da vro al Laponed, e-lec'h ma verz emañ Finned ar Sav-heol, ar Vogouled hag an Ostiaked o chom en tu-hont d' an Oural, kalz tostoc'h d' ar Vagiared eget ar Finned. Deut en-dro davet Kastren, hemañ n'hell bezañ nemet boemet ouzh tan ha dalc'husted ar c'hrennard, hag a semer raktal penn e hent, diaesaet ma 'z eo dre an diouer a voneiz, da Voskov, da c'hortoz eno keleier eus un dezrevell kaset gantañ d' e Vro da Akademi ar Skiantoù.
Degemeret mat eo gant ar Rusianed. Stagañ a ra gant studi ar ruseg ha deskiñ ar rannyezhoù kar d' an hungareg komzet e impalaeriezh an tsar. A-zevri-kaer e pleustr war ar yezhoniezh, ar yezhouriezh hag an dudoniezh.
Ur gwall daol eo evitañ, eñ hag a gave dezhañ e heuilhe e genvroiz e labourioù, klevout e vez nac'het outañ gant e Vro ar yalc'had a ra kement a ziouer. Kouezhañ a ra klañv gant ar gerseenn. Pa deu dezhañ e yec'hed en-dro e tle asantiñ, rannet e galon, mont da studiañ da Siberia gant Kastren a-berzh Akademi Rusia. Skoazell a zeu dezhañ koulskoude eus Hungaria e 1842 hag e-kreiz-bev ar goañv e trouc'h kuit davet traonienn ar stêr Sosva e bro ar Vogouled, e-lec'h ma c'hell kerkent kadarnaat e venozioù a-zivout kerentiezh ar Vogouled hag ar Vagiared. Ac'hano ez a da d-Tobolsk hag ec'h en em gav adarre gant Kastren. Gweladenniñ Ostiaked Konda a ra, gantañ ar Bogoul Pachtjar, hag a gas anezhañ, o vont da benn traonienn ar Pelym, davet meuriadoù kentañ ha na anavezont nemet ar pesketa hag an hemolc'h.
Bloaz goude e tegouezh e Obdorsk, kêr bennañ Ostiaked an Nord, war an Ob. Dibaouez e klask tizhout e bal : saveteiñ ar muiañ ma c'hello eus teñzor barzhel ar Werin, ar c'hanoù-se leun a briñsed, a gadourien-veur, a zoueed, a emgannoù. « Nag ur souezh, » a lavar, « gwelout ur bobl eeun a besketaerien hag a hemolc'herien entanet gant brud an armoù ! »
Hegaset gant gwarizi un nebeud gouizieien rusat e tle neuze, e miz Meurzh 1845 e-kreiz ur goañvezh kalet, trouc'hañ e ergerzhadenn ha mont betek Kazan, e-lec'h ma chom, da ziskuizhañ en ur studiañ tcheremiseg ha tchouvacheg gant un abad eus kloastr Rajfa. Eno eo e tegouezh gantañ keloù eus Akademi Hungaria, hag a ginnig dezhañ ur gefridi nevez. Asantiñ a ra ha daoust d' e yec'hed mont da ober labourioù da Vro ar v-Mordved.
Dont a ra en-dro da Gazan avat skuizh-divi ha klañv.
E 1846 e teu da St-Petersburg gant pinvidigezhioù gouiziegezhel a bep seurt, hag a fell dezhañ kas gantañ d' e Vro. Met Kevredad Douaroniezhel Rusia a c'houlenn digantañ skoazellañ anezho da sevel kartenn Oural an hanternoz, neuze « terra incognita ».
N' eo nemet e diskar-amzer 1847 ma c'hell distreiñ da Hungaria. Klañv evel ma 'z eo n' eo ket gouest da gemer perzh e brezel an dieubidigezh, bloaz goude. Pezh ne vir ket ouzh an Aostrianed da heskinañ anezhañ. Degemeret pelloc'h en Akademi e ra e venoz, da lakaat e genvroiz da anaout o breudeur er Sav-heol, en em ouestliñ da embannidigezh e notennoù a-zivout ar yezhoù finn-ougriek, ha sevel ur geriadur hag ur yezhadur.
Aes eo d' e-gevezour-deut Kastren, bremañ e Kelsingforz, tennañ digantañ an dour diwar e brad ; seul aesoc'h ma verz Reguly e-unan an niver a fazioù a zo en em silet en e zielloù e-doug e gleñvedoù.
Aliet gant ur c'heneil ec'h en em laka da genlabourat gant e genvroad Hunfalvy, ur yezhoniour dreist, betek 1858.
Mervel a ra trumm er bloavezh-se goude bezañ peuraozet savadur ar genyezhoniezh hungarat.