Annepona mariae

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Traffic cone.png
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Annepona mariae
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Annepona
Anv skiantel
Annepona mariae
(Schilder, 1927)
D'ar vevoniezh
AlphaHelixSection (yellow).svgKantarell, Iduns kokbok.jpgSymbole-Zoo.png
e tenn ar pennad-mañ.

Annepona mariae a zo ar spesad nemetañ eus genad Annepona e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h an hini eo hag e touesk ar re vrasañ.

Taksonomiezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder e 1927 dindan an anv genad Pustularia.[2]

Dont a ra an anv mariae eus Dr. Maria Schilder-Hertrich kimiekerez alamanadez ha gwreg F.A. Schilder an diskriver.

Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Annepona mariae o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea mariae hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Pustularia mariae anv aet da get er genad ma z'eo bet diskrivet.
  • Cypraea annulata anv aet da get.
  • Cypraea mantellum anv aet da get.

Bevoniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregin bihan ha brav eo an Annepona mariae. Kavet e vezont etre live an izel mor ha 45 m donder e frailhoù korailh ha mougevioù.

Ment[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 9 mm gour, pe ramz, betek 21 mm.

Gwelout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn al lec'hioù bevañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask. Ne seblant ket bezañ kavet er mor ruz nag e kornog Aostralia, nag er c'horn Afrika. Ar broioù ma vez kavet anezhañ a zo inizi meurvor Habask, Mauritius, Tanzania, inizi Maldiv ha Reunion.

Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. lec'hienn WORMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 04 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=529727(en)
  2. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)