Anne Hyde
Anne Hyde (1638-1671), pe Anne Stuart, a voe pried kentañ James, dug York, a voe roue Breizh-Veur (Jakez VII Bro-Skos), a oa dugez York, a-raok bout rouanez Bro-Saoz, ha mamm d'ar rouanezed Mary II hag Anne Breizh-Veur (1665–1714).
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Merc'h e oa da Edward Hyde (1609-1671), a voe anvet diwezhatoc'h Iañ kont Clarendon, ha da Frances Aylesbury.
A-raok hec'h eured e oa dimezell a enor gant Mary, Princess Royal and Princess of Orange.
Katoligez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treiñ a reas da gatoligez, e kuzh, en desped d'he ziegezh anglikan.
Un toullad sizhunioù goude genel he bugel diwezhaén e varvas er palez St. James ha beziet e voe en Abati Westminster.
Goude he marv e troas hec'h intañv ivez da gatolig.
War-lerc'h ar roue James n'eus ket bet katolik ebet o ren e Breizh-Veur.
War-lerc'h Anne Hyde n'eus bet Saozez ebet o timeziñ d'un danvez roue saoz, ken na zimezas Diana Spencer da Charlez (priñs Kembre) e 1981.