Anna von Jülich-Kleve-Berg
- Arabat droukveskañ gant Anna von Jülich-Kleve-Berg (1552-1632).

Anna von Jülich-Kleve-Berg, poltredet gant Holbein ar Yaouankañ
Anne of Cleves, anv saoznek Anna von Jülich-Kleve-Berg (Anna van Kleef en izelvroeg) ( Düsseldorf, 22 a viz Gwengolo 1515 e Düsseldorf – 16 a viz Gouere 1557 e kastell Richmond House, Whitehall, Londrez), a oa ur briñsez alaman hag a voe pedervet gwreg ar roue saoz Herri VIII (1491-1547).
Merc'h e oa da Jean III, dug Kleve a kont Marck ha Ravensberg, ha d'e bried Marie de Juliers-Berg. Torret e voe an dimeziñ goude un toullad mizioù, met chom a reas Anna e Bro-Saoz.
Addimeziñ a reas Herri da Catherine Howard a voe dibennet.